Gorre ha Goueled

Emvod meur Gorre ha Goueled

Sul 19 a viz Genver 2020

Dalc’het e oa Emvod meur ar gevredigezh ar 17 a miz Genver : un ugent bennak ag izili a oa eno koulz ha daou zud dilennet eus ar gumun.

Abaoe war-dro 20 bloavezh e tiorro Gorre ha Goueled ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e Loperc’hed. Tost da 70 izili a gemer perzh en ar obererezhioù a bep seurt aozet gant ar gevredigezh.

Tri live yezh a zo kinniget : deraouidi (15 den) ha pevarvet bloavezh (7 den), sterniet eo ar daou gentel gant Fulup eus Sked, ha Stal-labour kaozeadenn (5 den).

Muioc’h a 20 dañser a vez strollet bep Meurzh da noz e Trimaran gant Mylène.

Ar broderezed en em adkav daou wech er sizhun evit kenderc’hiñ oberennoù dispar.

Stal-labour boest an Doailoul ha kanaouennoù a grest dibaouez. An akordeonourien a gemere perzh e meur a emgav war ar gumun hag ez a da gemer perzh e Brest 2020.

Teir gwech ar bloavezh e vez pedet ar strolladoù dañs diwar-dro da ur festig-noz gant ar zañserien ar gevredigezh : sonerien ha kanerien a laka da zañs ar perzhidi e Trimaran.

Strollad Ar Vro Bagan a oa pedet gant Gorre ha Goueled (gant kenlabourerezh An Daoulamm) : e arvest Kof ha Kof a oa gwelet gant 170 arvester.

Pedet oa komzerien brudet gant kenlabourerezh levraoueg-kêr Loperc’hed : Hervé Lossec e miz Du 2019 ha Roger Faligot d’ar miz Meurzh o tont.

Aozet a vez ur staj evit tud bugale skoliet e klas divyezhek, gant kenlabourerezh Sked abaoe meur a vloavezh. C’hoarvezout a raio ar bloavezh man e miz Meurzh (3 Sadorn vintin).

Ha bep bloaz e miz Even e vez pedet an holl izili da ur devezh kengouviel evit dizoleiñ ur lec’hienn heverk.

Goude an Emvod e oa evet ur banne etre mignoned.


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 32 / 18488

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn Abadennoù   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.10 + AHUNTSIC

Creative Commons License