Gorre ha Goueled

Piv omp ?

Yaou 12 a viz Gouere 2012

Krouet eo bet ar gevredigezh Gorre ha Goueled e miz Gouere 2001.
Kemmet ’neus bet he dezvadoù e viz Gouere 2012.

Darempred: amañ

pe en traoñ ar bajenn-mañ.

Ezel eo Gorre ha Goueled eus Sked.
Sinet eo bet karta Ya d’ar Brezhoneg gant Gorre-ha-Goueled.

DEZVADOU AR GEVREDIGEZH GORRE HA GOUELED

MELLAD 1 : Savidigezh hag anv.
Krouet ez eus etre an dud a-du gant an dezvadoù-mañ ur gevredigezh hervez lezenn 1901, a zo hec’h anv: “Gorre ha Goueled”.

MELLAD 2 : Palioù ha doareoù
Pal ar gevredigezh-mañ eo bodañ kement hini a fell dezhañ pe dezhi studiañ ha kas war-raok ar brezhoneg, sevenadur Breizh hag ar sevenadurioù keltiek e kumun Loperc’hed hag er c’humunioù e-kichen.
Doareoù ar gevredigezh a zo anezho:
- ar c’hentelioù,
- an oberizhioù buhezekaat, an diskouezhadegoù, ar prezegennoù ha kement ober a sikouro da dizhout ar palioù-se.

MELLAD 3 : Sezva
Emañ sezva ar gevredigezh e Loperc’hed (Ti-Kêr 119 straed René Goubin 29470 Loperc’hed).

MELLAD 4 : Pad ar gevredigezh
Didermen eo pad ar gevredigezh.

MELLAD 5 : Izili ar gevredigezh
Ar gevredigezh a zo enni izili oberiant. An izili oberiant eo ar re o deus paeet o skodenn-vloaz. Ezel a enor a c’hell bezañ graet gant ar C’huzul-Merañ eus an dud a ouzer e sikouront pe o deus sikouret ar gevredigezh.

MELLAD 6 : An degemer hag an emezelañ
Evit dont da vezañ ezel eus ar gevredigezh, e ranker bezañ a-du gant an dezvadoù-mañ ha paeañ e skodenn a vez feuriet he zalvoud gant ar Vodadeg-Veur.

MELLAD 7 : An diemezelañ
Diemezelañ a ra an den:
- a ro e zilez,
- a zo marvet,
- a zo skarzhet gant ar C’huzul-Merañ en abeg d’un dra c’hrevus, an tamallad a vezañ bet pedet en a-raok da glask reizhabegañ e emzalc’h.
Ar reoladur diabarzh a c’hello termeniñ petra eo an abegoù grevus.

MELLAD 8 : Danvez ar gevredigezh
Danvez ar gevredigezh a zo anezhañ: ar skodennoù; ar gounid diwar produioù, servijoù pe presterezhioù graet gant ar gevredigezh; yalc’hadoù mar bez; roadoù arc’hant a zorn da zorn ha kement danvez n’eo ket kontrol d’ar reolennoù o ren.

MELLAD 9 : Ar Vodadeg-Veur Boutin
Ur wezh bep bloaz d’an nebeutañ en em vod ar Vodadeg-Veur Boutin enni holl izili ar gevredigezh o deus paeet o skodenn.
Pemzektez d’an nebeutañ a-raok an devezh lakaet e vez pedet izili ar gevredigezh hag embannet e vez roll krafoù an deiz war ar pedadennoù.
Goude bezañ kuzuliet e lavar ar Vodadeg-Veur he soñj war penaos emañ stad an traoù ha stad an arc’hant gant ar gevredigezh. Kuzuliañ a ra war an durc’hadurioù da zont.
Ober a ra war dro envel pe reneveziñ izili ar C’huzul-Merañ.
Feuriañ a ra ivez talvoud ar skodenn-vloaz.
Kemeret e vez divizoù ar vodadeg gant muiañ niver an dud deuet.

MELLAD 10 : Ar C’huzul-Merañ
Meret e vez ar gevredigezh gant ar C’huzul-Merañ, ennañ etre 7 ha 15 ezel bet dilennet evit bloaz gant ar Vodadeg-Veur. Addilennus eo an izili. Ma ’z eus kel a vakelezh e c’hell ar C’huzul-Merañ degemer eillec’hiañ izili da c’hortoz.
Ar vinored dindan 16 vloaz a c’hell bezañ dilennet d’ar C’huzul-Merañ met n’hellont ket bezañ dilennet d’ar poellgor.
E-touez an izili e tibab ar C’huzul-Merañ ur Poellgor,

MELLAD 11 : Emvod ar C’huzul-Merañ
Bodet e vez ar C’huzul-Merañ bewezh ma vez pedet gant un ezel eus ar poellgor pe gant ur c’hard eus e izili d’an nebeutañ.
Kemeret e vez an divizoù gant ar muiañ niver eus an dudu deuet. Ne vez ket mouezhiet dre brokul.
Ma n’eus ket an hanter eus an izili eo didalvoud an divizioù.

MELLAD 12 : Ar vodadeg-Veur Divoutin
Ma vez ezhomm, pe war c’houlenn ur c’hard eus an izili, e c’hell daou ezel eus ar poellgor dec’hervel ur Vodadeg-Veur Divoutin.
Dec’halvet e vez dres e-giz ar Vodadeg-Veur Boutin.
Reiñ a ra he disentez war adaozadur an dezvadoù pe divodadur ar gevredigezh. Kemeret e vez an divizoù gant asant an div drederenn eus an dud deuet.

MELLAD 13 : Reoladur diabarzh
Ur reoladur diabarzh da resisaat ha klokaat poentoù n’emaint ket en dezvadoù, a c’hello bezañ savet.

Graet e Loperc’hed d’an 2 a viz Gouere 2012.


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 260 / 8473

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.1 + AHUNTSIC

Creative Commons License