Gorre ha Goueled

Fest-noz Goasven

Sul 21 a viz Mae 2017 gant Serge

Unan a zaou : pe dañsal a blij deoc’h ha n’ho ’peus ket met dont da fest-noz Goasven d’ar gwener 26 a viz Mae, pe ne blij ket deoc’h dañsal.

Ma ne blij ket deoc’h dañsal, unan a zaou : pe produioù ar vro eus ar c’hentañ klas a gavit mat ha n’ho ’peus ket met dont d’ar fest-noz, pe ne gavit ket mat produioù ar vro eus ar c’hentañ klas (digredus).

Ma ne gavit ket mat produioù ar vro eus ar c’hentañ klas, unan a zaou : pe ar c’hoarioù hengounel a blij deoc’h ha n’ho ’peus ket met dont d’ar fest-noz, pe ne blij ket deoc’h ar c’hoarioù hengounel.

Ha ma ne blij ket deoc’h ar c’hoarioù hengounel, unan a zaou : pe lonkañ evajoù gant bambocherien a blij deoc’h, pe... Pe?


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 8 / 8251

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn En-dro deomp   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.1 + AHUNTSIC

Creative Commons License