Gorre ha Goueled
Degemer al lec’hienn > Degemer mat > Degemer mat

Degemer mat

Kevredigezh evit kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e Loperc’hed ha tro-war-dro

Pennadoù ar rubrikenn-mañ


Emvod meur Gorre ha Goueled (- Abadennoù)

Sul 19 a viz Genver 2020
Dalc’het e oa Emvod meur ar gevredigezh ar 17 a miz Genver : un ugent bennak ag izili a oa eno koulz ha daou zud dilennet eus ar gumun. Abaoe war-dro 20 bloavezh e tiorro Gorre ha Goueled ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e Loperc’hed. Tost da 70 izili a gemer perzh en ar obererezhioù a bep seurt (...)


Kof ha Kof - c’hoariva Brezhoneg (- Abadennoù)

Lun 16 a viz Gwengolo 2019
Kontañ ra Kof ha Kof istor un ostaleri vihan eus an Arvor o tont da vezañ sal-zañs ha boest-noz, diwezhatoc’h. An dañs a zo a-bouezh kenañ en abadenn eveljust.Yvon Etienne ha Jacky Bouilliol (Ar Goristed) a son war-eeun evit plijadur brasañ an aktourien, ken barrek evit an dañs round hag evit ar (...)


Yec’hed mat ! (- Abadennoù)

Yaou 20 a viz Mezheven 2019
Hiviziken e vo posubl evidoc’h dont da evañ ur bannac’h gant Gorre ha Goueled en gwerennoù écologek. Echuet ar gobedoù e danvez mezell da deurel hag a errue e kof pesk.


Obererezhioù 2019-2020 (- Abadennoù)

Meurzh 18 a viz Mezheven 2019 gant Jacques


Mirdi breizhek e Kemper : ur weladenn heñchet e Brezhoneg (En-dro deomp)

Gwener 26 a viz Ebrel 2019
Ur postel eus Anaëlle LE PIOLET Demat deoc’h, Ar Mirdi breizhek e Kemper a ginnig deoc’h ur weladenn heñchet e Brezhoneg e penn-kentañ miz Mae, evit dizoloiñ an diskouezadeg “Pourmenadennoù brodet sinet Pascal Jaouen”. ... Devezh vat deoc’h. A wir galon, Anaëlle LE PIOLET Departamant Penn-ar-Bed (...)


Pourmenadennoù (En-dro deomp)

Sadorn 13 a viz Ebrel 2019 gant Jacques
Ur postel eus Frank Bodenes (mjc Harteloire) Salud deoc’h pourmenerien ar vro ! Amañ z’eus gand keloù diwar benn an doau droiad a vezo : e miz Ebrel e d’an 28 e Sant Divi, o pourmen e vezimp gand Jean-Jacques Cozian bet aotrou mear ha Georges Le Berre, un den en deus labouret evid reneveziñ an iliz (...)


Kant a gan (— Kan ha Boest an Diaoul)

Lun 13 a viz Eost 2018 gant Serge
Ar rouedad “Kant a gan” a liamm tout ar strolladoù a vez o kanañ e brezhoneg, ha kinnig a ra kanaouennoù a vez dasparzhet etrezo evit kanañ asamblez evit degouezhioù zo (amzer-nevez Katell-nevez e 2017, Gouelioù Etrekeltiek an Oriant e 2018) ... Kit d’ober un tro war al lec’hien : (...)


Obererezhioù 2018-2019 (- Abadennoù)

Yaou eil a viz Eost 2018 gant Jacques


Mizvezh ar brezhoneg (— Brezhoneg)

Lun 5 a viz Meurzh 2018
Kemer a ra perzh Gorre ha Goueled e mizvezh ar brezhoneg, ha kinniget e vo 2 dra e Loperc’hed: Ur film e brezhoneg « splujañ e brezhoneg gant KEAV » d’ar 14 a viz Meurzh da 8 eur noz e sal ar Menhir, penaos e vez desket ar yezh en ur staj e Kastellin, setu petra en deus diskouezhet Stéphane Ac’h . (...)


DALCHIT HO KAZETENNOù ! (En-dro deomp)

Meurzh 10 a viz Here 2017 gant Dominique
Evit arc’hantaouiñ abadennoù e brezhoneg .... kasit deomp ho kazetennoù d’ar sadorn 21 a viz Here etre 10e ha 12e, straed ar c’halvar e Landerne Trugarez da gas nemet kazetennoù sec’h na fiselennet na bakatet. Evit gouzout muioc’h, trugarez da vont e darempred gant Jacqueline Quintin : 06 61 86 41 (...)


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 31676

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.10 + AHUNTSIC

Creative Commons License