Gorre ha Goueled

MANIFESTADEG e Karaez d’ar 24 a viz Here

Gwener 16 a viz Here 2015.

Gant broioù all Bro C’hall (e Strasbourg, Baiona, Montpellier, Aiacciu, Metz...) ha gant skoazell Rouedad Europa evit Ingalded ar Yezhoù (ELEN) bodet e Bukarest ( testenn stag) e vo dalc’het manifestadegoù bras disadorn 24 a viz Here evit anaoudegezh ofisiel hor yezhoù hor sevenadurioù, hon tiriadoù hag an doujañs d’al liested sevenadurel.
 

E Breizh e vo manifestet e Karaez (14eur)   da geñver Festival al levrioù e Breizh gouestlet d’ar brezhoneg er bloaz-mañ.  Ret eo deomp bezañ an niverusañ posupl evit bezañ klevet. Neuze a-bouez-tre eo da c’hervel ho izili hag ho mignoned da zont da vanifestiñ ha da skignañ ar gemenadenn “Manifestadeg”e pezh-stag e-barzh ho rouedadoù. Ar strollad  Brendan-Brieg Gerveno   a zigoro ar vanifestadeg. Ul leurenn zigor a vo adalek fin ar vanifestadeg e-kichen leurenn Glenmor.

 
KENDIVIZ D’ar Gwener 23 a viz Here da 19 eur e c’hoariva Max Jacob Kemper, deuit niverus ivez d’ar c’hendiviz diwar-benn ar bolitikerezh da gas war-raok evit yezhoù ha sevenadur Breizh, an adunvaniñ, da geñver ar votadeg rannvro.

Evit gouzout hiroc’h : www.deompdei.bzh


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 31676

Heuliañ buhez al lec’hienn br    ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.10 + AHUNTSIC

Creative Commons License