Gorre ha Goueled

Staj c’hoariva evit ar vugale

Yaou 14 a viz Ebrel 2011.

C’hoariva Brezhoneg evit ar Vugale e-pad an ehanoù-skol.
Evit lakaat ar vugale da gaout plijadur d’en em gavout asamblez ha da gaozeal brezhoneg er-maez eus ar skol.
Evit deskiñ penaos en em zerc’hel mat war al leurenn, komz fraezh ha kreñv,c’hoari asamblez gant ar re all, krouiñ tudennoù disheñvel.
Distagañ mat brezhoneg aes ha yac’h.
Deskiñ ur pezh-c’hoari berr a vezo displeget dirak an dud, kerent, mignoned, amezeienn…

An abadennoù a vez graet e Ti Ar Vro Bagan,
Tachenn-Labour an Hellez
29880 PLOUGERNE
Pgz : 02 98 04 50 06
Darempred

Gouelioù Pask.
Meurzh 26
Merc’her 27
Yaou 28
Digwener 29 a viz Ebrel

Strollad kentañ etre 9 eur 30 ha 11 eur
Eil strollad etre 11 eur ha 12 eur 30

Digor d’ar vugale etre 6 ha 12 vloaz

Ar Priz :
Kartenn ezel = 15€ (mat evit 3 pennad
c’hoariva en ur bloaz pe meur a hini)
+ Priz an abadennoù c’hoariva = 20€ ar staj.

Lakaat dilhajoù ha bouteier aes d’ar vugale.
Testenn ar pezhioù-c’hoari - n’eo ket gwall hir na diaes - a rank bezañ desket er gêr.
Mat eo d’ar vugale ivez klask gwiskamanchoù hag an traoù zo ezhomm evit c’hoari.

Ar Vro Bagan .


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 31676

Heuliañ buhez al lec’hienn br    ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.10 + AHUNTSIC

Creative Commons License