Gorre ha Goueled

Selaouomp ha komzomp brezhoneg e Plougastell e-pad an deiz

Lun 3 a viz Here 2011 gant Jean-Louis

Selaouomp ha komzomp brezhoneg e Plougastell e-pad an deiz : 15/10/2011

Programm

10e betek kreisteiz : mirdi ar sivi hag ar glad, gant Jean François Kervella hag Anna Mari Ar Gall. Priz mont e-barzh : 2.50 € - Emgav dirak ar mirdi.

Kreisteiz betek 2e : pik-nik e L’Auberlac’h (en ur sal gant taolioù ha privezioù, ma vez amzer fall) ; digoust ; pep hini a zegaso gantañ e geusteurenn.

Azalek 2e : Andre Cap a zegemero ac’hanomp en e di-feurm e Kersadiou hag a zisplego deomp penaos e vez gounezet sivi hiziv-an-deiz.

An devezh-se a zo aozet ganin e anv Emgleo Breiz. Pediñ a ran ivez mignoned Gorre ha Goueled hag ar Froud birvidik. (pep hini a c’hell dont asambles gant mignoned, amezeien…ne vo den re ebet…d’am soñj)

Mar plij, larit din (ar c’hentañ posupl) ma emaoc’h o soñjal kemer perzh.

Evezhiadennoù :

1 - Prientit 2.50 € moneiz evit ar mirdi (serret e vez d’ar sadorn ; digoret e vo a-ratozh evidomp.)

2 – Ne vo ket tu da leuskel loustoni war hol lerc’h en Auberlac’h (pas memes er poubelennoù.)

Darempred : Jean-Louis/Emgleo Breiz


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 155 / 8626

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn Abadennoù   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.1 + AHUNTSIC

Creative Commons License