Gorre ha Goueled

Ti ar medisin - 14 a viz Du 2021

Meurzh 26 a viz Here 2021

TI AR MEDISIN gant strollad AR VRO BAGAN,

Ar Sul 14 a viz Du, en Trimaran, e Loperc’hed.

Ar Sul 14 a viz Du, da 3 eur, Gorre ha Goueled a ginnig deoc’h un abadenn gant strollad AR VRO BAGAN, eus Plougerne.

Ar pezh c’hoari, farsus, leun a startijenn “TI AR MEDISIN” a ziskouez ar re glañv o varbilhat, en ur c’hortoz o zro, e sal gortoz ar medisin Gwion Berrou. Ur medisin kozh war e leve, mignon da V/Berrou, zo deuet ivez da glask louzoù.

Kuitaet en deus e vicher ur pennadig zo evit ober war-dro ur strollad c’hoariva. An daou vignon a gomz eus doareoù nevez ar vicher medisin hag eus ar pezhioù c’hoari o deus kemeret perzh enno, o kontañ diwarbenn ar c’hleñvejoù hag ar vedisined : fablennoù ar grennamzer, “an den klañv faltaziek”, “Dr knock”, “kleñved an Togn” (Jarl Priel, 1950).

Ar pezh c’hoari a zo penn da benn e brezhoneg, met an holl a c’hell kompren dre vras, gant c’hoari ampart komedianed ar Vro Bagan.

PRIZIOÙ :

  • 13 € da zeiz an abadenn ;
  • 11 € en ur virout ho plas a-raok ;
  • 10 € (tud dilabour, studierien) ;
  • 5 € (bugale etre 12 ha 15 bloaz ,
  • digoust evit ar re yaouankoc’h).

Ret eo kaout ur pass yec’hedel (evel-just).

Evit mirout ho plas :

  • postel da ghg gorrehagoueled.bzh
  • pe dre bellgomz 07 82 99 97 80 (leuskit ho kemenadenn war ar responter evit bezañ adgalvet).

Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 168 / 32029

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn Abadennoù   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.10 + AHUNTSIC

Creative Commons License