Kemer a ra perzh Gorre ha Goueled e mizvezh ar brezhoneg, ha kinniget e vo 2 dra e Loperc’hed:
Ur film e brezhoneg « splujañ e brezhoneg gant KEAV » d’ar 14 a viz Meurzh da 8 eur noz e sal ar Menhir, penaos e vez desket ar yezh en ur staj e Kastellin, setu petra en deus diskouezhet Stéphane Ac’h . Un diviz a vo goude gant ar sevener, Stéphane Ac’h.
Redek asamblez evit ar Redadeg : A-benn un nebeud mizioù e tremeno ar Redadeg dre Loperc’hed, deomp da bleustriñ o redek war hentoù treuz ar gumun ! Rit ket biloù, ar pal n’eo ket redek buan nag e-pad pell met kaout plijadur o redek asambles tro-dro d’ar brezhoneg ( digor eo d’an holl, brezhonegerien pe get) !
Emgav kentañ war ar parklec’h etre an Ti-Kêr hag an Iliz, dirak ar sal Espace 2000 da 6 eur abardaez d’al Lun 12 a viz Meurzh.
Bec’h de’i evit ar brezhoneg: redit ganeomp !