Gorre ha Goueled

Kafedi Istor : “Eus Preden d’ar broioù nevezpredenat (4re-12vet kantvedoù”)

Merc’her 4 a viz Genver 2017 gant Dominique

D’ar Sadorn 7 a viz Genver 2017, 2e30 goude merenn, e tavarn ar Finnegans, 46 straed Aristide Briand, KEMPER

(lusket gant Rafael Urien)

Gant donedigezh Kustentin, embannet impalaer e Eboracum (Evrog, pe York) e 306 hag astennet da c’houde e c’halloud war an Impalaeriezh en he fezh, e teu Preden da gemmañ muioc’h-mui he dremm, dre zont da vezañ kristen da gentañ-holl.

Adalek eil lodenn ar 4re kantved e teu an tagadennoù eus ar C’hornôg (Iwerzhoniz) hag eus an Norzh (Pikted) da vezañ taer-ouzh-taer, ken e krog ul lodenn eus Brezhoned Kornôg Preden da divroañ, da Walarn Galia pergen.

Steuziet ar galloud roman e Preden goude 410 en em zirann uhelidi Preden e div gostezenn, ar re a venn mirout an hengoun roman hag a embann bezañ ar “Romaned ziwezhañ” ha pa vefe goude diskar impalaer diwezhañ ar C’hornôg e 476 zoken, hag ar re a venn en em zizober eus ar romanelezh-se.

Met adalek eil lodenn ar 5et kantved e tegouezh alouberion nevez, er Reter, Germaned. Dont a ra war-dro 500 ar Vrezhoned dindan ren Ambrosius Aurelianus (hag Arzhur ?) da herzel outo, evit un hanter kantved bennak. En hevelep mare, ha liammet-start gant pezh a c’hoarvez e Preden, e kav Brezhoned Gwalarn Galia un emglev gant Franked Kloviz, pezh a aotre un embroadeg nevez, stankoc’h, er pezh a zeu tamm-ha-tamm da vezañ ur Preden nevez, pe Breizh .

Adalek kreiz ar 6vet kantved avat e teu ar C’hermaned da vont war-raok en-dro. Disrannet eo Brezhoned an Enez etre re ar Mervent (a zeuio tamm-ha-tamm da vezañ bevennet e Kernev-Veur), re ar C’hreiz (a zeu da vezañ Kembre) ha re an Norzh (Gwalarn Bro-Saoz ha Mervent Alba a-vremañ). Rouantelezhioù brezhon an Douar-Bras (Devnon, Kernev, Ereg) a zeu da droc’hañ-krenn o liammoù gant ar Franked. Ouzhpenn-se, deuet ar C’hermaned da zegemer o-unan ar gristeniezh, en em gav ar Vrezhoned lakaet e meur a geñver a-gostez eus ar C’hornôg kristen.

Daoust d’o disrann ha d’o zonkad dezho o-unan hiviziken e vir avat an holl Vrezhoned, eus Breizh betek re an Norzh, un emskiant eus o c’humuniezh, betek an 12vet kantved da vihanañ.

Adlakaat a reomp da soñj palioù ar Gevredigezh vrezhon : krouiñ ur vuhez kevredigezhel brezhon dre obererezhioù liesseurt :
. displegadennoù mareadek war dodennoù lieseurt (istor, douaroniezh, fizik, armerzh, prederouriezh, lennegezh…)
. c’hoariva
. abadennoù sonerezh liessdoare
. mennozhioù a bep seurt da ziorren diouzh kinnig ar berzhidi…

Kinnig a reor traoù a sell hon amzer kempred hag an dazont, kuit a gement spered “folklorel“ a ve, hag a sell kenkoulz Europa hag ar bed a-bezh diouzh un tu ha Breizh hag ar broioù keltiek all diouzh un tu all

Sevel e Breizh a-bezh ur rouedad kreizennoù lec’hel a vuhez kevredigezhel brezhon eo pal ar Gevredigezh Vrezhon…Mard oc’h dedennet gant hon embregadenn, daoust deoc’h na c’hellout mont da Gemper, e c’hellit mont e darempred ganeomp a-benn krouiñ kreizennoù lec’hel en ho kornbro

Aozet gant ar Gevredigezh Vrezhon
resisadurioù : kevredigezhvrezhon yahoo.ie


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 12 / 8251

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn En-dro deomp   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.1 + AHUNTSIC

Creative Commons License