Gorre ha Goueled

Gouel Breizh

Lun 9 a viz Mae 2016 gant Dominique

Landerne, 21 a viz mae 2016 :

3egm - Kampionad Breizh al Lazoù-Kanañ - - Eil ha trede rummad

Lazoù-kanañ Breizh en em gavo e sal ar Family evel boaz, evit kinnig o program ar bloazh, ha lakaat an arvesterien dizoloiñ lies o zoareoù da ganañ. Er bloazh-mañ, deuit da stlakañ c’hwec’h laz-kanañ, deus pep korn ar vro. Ar muiañ anezho a gemero perzh er c’hampionad evit ar wech kentañ. E trede rummad : Kan Izel Vor deus ar Forest-Fouen, Mouez Rosko. E eil rummad : Kanerien ar Goëlo deus Sant-Ke Porzh Olued, ha Boeh Santez Anna deus SAntez-Anna an Alre a gavo gant Gwalarn Uhel deus Gwitalmeze ha Kanerien Bro Lokorn, o pignat e eil rummad goude bezañ remerket warlene e trede rummad.

Kregiñ a raio ar c’hampionad da 3egm. Digoret e vo an norioù da werzhañ ar bilhiji da 2e30. 8€ / digoust – 12 vloaz

7egm - Pred kanet

Gant ar plijadur o deus bet warlene a re o doa kemeret perzh e pred kanet, eo bet divizet kinnig anezhañ adare, adalek 7e e sal ar Family. Kaset en-dro e vo ar pred gant al lazoù-kanañ, hag ar c’houvidi a vo pedet da ganañ asamblez ivez, gallout a rit lenn ar pozioù war al levrig a vo roet dezho o vont e-barzh. Er bloazh-mañ e vo embannet disoc’hoù ar kampionad e penn-kentañ ar pred.

War roll ar pred : kig ha farz (soubenn, kig, legumajoù ha farz), farz dous. 12€, hep an evajoù. Kampionad + pred : 18€.

Rakprenit ar pred : kasit ur mail da : festival kann-al-loar.bzh

Evit gouzout hiroc’h : Kanomp Breizh pe 06 32 29 79 29 .


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 21 / 8251

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn En-dro deomp   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.1 + AHUNTSIC

Creative Commons License